(Breizh ha liesseurted)
Ur gwir enklask polis hag a zo war un dro un testeni diwar ar werz-se hag un dle da Donatien Laurent, dastumer meur hengoun dre gomz ar Vretoned.
En teulfilm-mañ e kont Aneirin Karadog deomp avantur vras ar varzhoniezh kembraek, hag e yezh e vamm, ar brezhoneg, e klask heklevioù ar varzhoniezh-mañ e Breizh.Un teulfilm eus ar c'hentañ sevenet gant Ronan Hirrien.
Hyacinthe Guégan, bet ganet e 1924, a zo aet d’an anaon. Ar c’hoshañ soner klarinetenn eus Bro Rostren e oa. Da vare an Okupasion en doa sonet en euredoù ha dañset er baloù kuzh. War-lerc’h ar brezel en deus sonet en euredoù hag er (...)
Arz, Endro, Glad, Memor, Merc'hed, Sonerezh, Stourm, Treuzvroañ, Tudoniezh, Yezhoù
Ar poltredoù kaset da benn gant Caroline Troin a zo an digarez d'ober anaoudegezh gant filmaozourien tomm ouzh al liesseurted sevenadurel ha da lakaat war wel o freder, o c'hoant da seveniñ filmoù ha zoken d'ober dave d’ar pezhioù lennegezh o deus awenet anezho.
Abaoe ar penn kentañ, e 1978, eo bet difennet ar minorelezhioù gant Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Evit na vefe ket kollet an nerzh lakaet d'ober filmoù (hag an hini politikel) hon eus dibabet distreiñ war film skoueriusañ pep bloavezh, (...)
Strollañ en ur savenn hepken dafar kleweled arouezius eus al liesseurted sevenadurel. Kavout en un doare aes ar filmoù hag ivez titour diwar o fenn, penaos ha perak int bet aozet, reiñ an daveoù evit programmiñ anezho.Gellout reiñ un testeni, en doare-se, dre hanterouriezh ar sevenerien, eus dibarded ar sevenadurioù met ivez eus an diaesterioù a vez evit ma vefe anavezet gwirioù ar minorelezhioù ha gwirioù mab-den.
Reiñ c'hoant da c'houzout hiroc'h. Kinnig savboentoù all, kaout ur sell all... setu pal Bed, Breizh ha liesseurted, a yelo war-raok gant an amzer.
Arabat ankounac'haat eo an hollvedelezh preder an impalaerourien o deus aloubet douaroù diwar goust ar reoù all... ar pezh a ra hollvedelezh an den eo e zisparelezh, n'eus hini ebet par d'unan all.
Pierre Perrault, filmaozour kebekat.