Pep film a zo bet renket hervez an danvez pe an temoù a zo enno, bez' e c'heller eta silañ pe dibab hervez an tem a glaskit :
Kement sevenadur a zo en deus e arz dezhañ e-unan. Poan o devez a-wechoù burutellerien ar c'hornaoueg o tegemer arzoù 'zo pe er c'hontrol e teuont da vezañ danvez awen evit an arzour
An dalc’hoù ekonomikel stag ouzh korvo ar "pinvidigezhioù naturel" a vez a-wechoù pennkaoz da wallreuzioù ekologel bras hag ar pobloù orinat ha minorelaet n'o devez tamm galloud ebet pe nebeut-kaer, ha koulskoude e sell an traoù-se outo da gentañ penn.
Dindan peseurt stumm e kaver keal ar glad (keal kornaouegel mard eus) e kevredigezhioù a bep seurt. Penaos e reont al liamm gant o istor, etre troc'h ha mont war-raok evit kaout un dazont.
Dindan peseurt stumm e kaver keal ar glad (keal kornaouegel mard eus) e kevredigezhioù a bep seurt. Penaos e reont al liamm gant o istor, etre troc'h ha mont war-raok evit kaout un dazont.
Anavezout plas ar merc'hed a zo bremañ c'hoazh ur stourm da ren daoust ma vezont alies e penn an traoù evit difenn ar gwirioù diazez.
Ar sonerezh hag ar gouelioù stag outañ eo a-wechoù an doare aesañ ha plijusañ evit dizoleiñ dibarder ur sevenadur.
Kalz a bobloù a zeu da vezañ « stourmerien » hag e rankont en em gannañ e-pad hir vloavezhioù evit ma vefe anzavet o gwirioù.
Abalamour da redioù politikel, ekonomikel, sokial pe zoken abalamour d'an endro ez a kuit a-wechoù pobladoù a-bezh etrezek eldoradooù diraezus.