Pobloù ar Balkanoù
Embann 2006

Beajoù e Yougoslavia gozh, ur vro aet da get. Bremañ ez eus eno republikoù yaouank gloazet c'hoazh abalamour d'o istor; Bosnia liessevenadurel, Serbia vrezelour, Kosovo he statud souezhus... Evit kompren kement-se eo ret distreiñ da amzer Tito, an itriker donezonet. Kalz a filmaozourien a oar diskouez an amzer-se gant barregezh ha krediñ a reont komz eus kement tra a denn d'ar brezel.
Darn a zo anavezet-mat evel Emir Kusturica ha birvilh a vez pa vez kaoz diwar-benn e filmoù; reoù all n'int ket ken anavezet evel Bato Čengić, an den dichañsus, gant e film kaer Les enfants d’après; pe Goran Paskaljević, Želimir Žilnik pe c'hoazh Goran Marković, daou Serb hag a ro dimp ur gentel vrav ha frankiz hag a... sinema!

Eus tu Breizh: Emmanuel Audrain a ginnig Le testament de Tibhirine, ur gentel gaer a frankiz hag a zoujañs. Gulya Mirzoeva, eus Tadjikistan, a sav goulennoù war an harzoù en e film Le temps des frontières, bet filmet en Azia-Greiz.

Ur film aroueziek : Kenedi goes back home gant Želimir Žilnik – 2003 -tennad
http://www.youtube.com/watch?v=0UO6StdUKcs`
Želimir Žilnik, eus Serbia, n'eus ket kalz eveltañ er Balkanoù o vezañ dedennet gant Rromed e vro...

Notennoù :
Al levr pouezusañ: Cinema on flames gant Dina Iordanova, un enklaskerez eus Bulgaria arbennigourez war sinema ar Balkanoù.
https://risweb.st-andrews.ac.uk/portal/en/persons/dina-iordanova(f3713dfa-a3ff-4ef1-8dd9-a5eb5314d43e).html
Al lec'hienn gelaouiñ siriusañ diwar-benn ar Balkanoù: courrier des Balkans
"http://balkans.courriers.info/"
Le site d’information le plus sérieux sur les Balkans : Courrier des Balkans http://balkans.courriers.info/
Les Printemps Balkaniques en Normandi, ur festival eus ar c'hentañ holl,
http://www.balkans-transit.eu/
Hag ul levr diazez gant François Maspero, Balkans-Transit, skeudennoù gant Klavdij Sluban
Hag evit echuiñ ur skrivagner da zerc'hel soñj anezhañ Velibor Čolić, o chom bremañ e Douarnenez abaoe Gouel ar Filmoù 2006...