Kumuniezhoù enbroidi en Europa
Embann 1996

Ur festival a glote mat gant an darvoudoù: tud dibaper a zo bet skarzhet rust er-maez eus an iliz e lec'h ma oant repuet, d'an 23 a viz Eost 1996. Ar festivalourien o deus manifestet e-lec'h mont d'ar sinema! Ur festival rouedadoù, Lyannaj evel ma lavarer e kreoleg, kendivizoù ha breujoù ha perlezennoù ar sinema : Les gens des baraques gant Robert Bozzi, Déjà s'envole la fleur maigre gant ar Belgiad Paul Meyer, Bako, l'autre rive gant Jacques Champreux...

E Breizh : tuañ a ra Hervé Morzadec gant an tem gant e Saint Denis n'o doa eost ebet, kaoz a zo eus divroañ ar Vretoned… Brigitte Chevet a laka an dud da c'hoarzhin gant Pop'art aux champs.

Ur film aroueziek : Les gens des baraques gant Robert Bozzi – 1996- tennad
http://www.youtube.com/watch?v=78SQ8M_3QUw
War glask, gant denelezh ha hep tamm c'hoant gounid, kêrvidonioù Franc-Moisins e-kichen Pariz, e Portugal, 20 vloaz goude...

Notennoù :
Dizoleiñ ar gelaouenn Hommes et migrations
http://www.hommes-et-migrations.fr/
Yvan Gastaut a zo unan eus hon treizherien skol-veur. Adkavout a reomp anezhañ en ur film graet gant ar strollad breizhat Etrange miroir a sav filmoù diwar-benn kudennoù an enbroañ.
http://www.etrangemiroir.org/videos.html
Goulennoù diwar-benn an enbroañ, ar c'hlichedoù hag ar skeudennoù, a sav pa weler o film Le bruit et la rumeur  https://vimeo.com/35128174
Diwar-benn prizonidi an trevadennoù, Oubliés et trahis gant Violaine Dejoie-Robin hag Armelle Mabon.
Ar film Indigènes gant Rachid Bouchareb a zo deuet er-maez e 2004, ober a ra enor da soudarded an trevadennoù. Ar film-se a levezono ar gouarnamant gall da gaout anaoudegezh vat outo.
http://www.youtube.com/watch?v=lz46ERs7ne8