Pobloù India
Embann 1993

Ar festival a ra e dro kostez ar sinema indiat: ar filmoù e yezhoù rannvroel India, ha n'eo ket hepken reoù studioioù Bollywood e yezh hindi. Satyajit Ray eo gwarezer ar sinema-se. Un digarez eo ivez d'ober anaoudegezh gant un den meur all: Anand Patwardhan, daoust da bep tra e kendalc'h da ziskouez e vro zoken pa vez e riskl bezañ kontrollet ha berzet. Dizoloet e voe ivez ur filmaozourez disheñvel, Gurinder Chadah, gant Bhaji on the beach, ur gomedienn war Indiz aet da Vreizh-Veur da vevañ.

Eus tu Breizh : ar film-faltazi An enez du gant Marie Hélia, ha Terres-neuvas, gant Manuela Frésil hag Ariane Doublet, ur film graet e-pad o studioù er lFEMIS. Graet o deus o zammig treuz abaoe. Manuela gant Entrée du personnel hagAriane gant Les terriens.

Ur film aroueziek : Bombay our city gant Anand Patwardhan -1985 – tennad (DO)
http://www.youtube.com/watch?v=iSLmIuc35JI
Buhez pemdeziek pevar milion a dud o chom e kervidonioù Mumbai e 1985... Priz ar gwellañ teulfilm indiat e 1986.


Notennoù:
Da selaou, atersadenn Martine Armand, bet kenlabourerez Satyajit Ray, abaoe dek vloaz e kenurzh programm ar festival L'été indien e Musée Guimet e Pariz. 
http://www.franceculture.fr/personne-martine-armand
Eus tu Breizh, un tennad eus Terres-neuvas, gant Manuela Frésil ha Ariane Doublet  : http://www.dailymotion.com/video/x12idkj_terre-neuvas-collectif_shortfilms
Da liammañ gant film Patrice Roturier, Islandais.
Hag abaoe... Entrée du personnel, 2011, gant Manuela Frésil, diwar-benn al lazhtioù hag an dud o labourat enno. 
 http://www.youtube.com/watch?v=_rUuQnwseQ8
Ur gudenn hag a sell ouzhimp amañ e Breizh. Da zizoleiñ, war ar memes danvez, filmoù Jean-Jacques Rault.

  • 2002 : Bend It Like Beckham, ur gomedienn gant an Indiadez Gurinder Chadha, pedet ganimp e 1993, hag en deus graet berzh bras e Breizh-Veur.
  • 2008 : Slumdog millionnaire o tont er-maez gant Danny Boyle, ur film-faltazi kar-tost da Bombay our city (1985) gant Anand Patwardhan, kouviad meur e 1993.
  • 2012 : Jai Bhim comrade gant Anand Patwardhan, ur freskenn war an Dalited, dic'hlaneien, bet filmet e-pad 14 vloaz, a zo bet degemeret eus ar c'hentañ.   https://vimeo.com/89774830