Franck Beyer

d'el otro lado, en tu all...

Ar sevener ha produer disheñvel-mañ a vez bepred o fuketal, ha gwelloc'h c'hoazh o filmañ «en tu all».  Tu kein an traoù, a-dreñv ar voger, en tu all d'an harzoù. Ur fri-furch eo gant ur spered ijinus, sevel a ra gant tud all stalioù-labour filmoù bevaat eus  an eil tu d'egile da harzoù Mec'hiko hag ar Stadoù- Unanet, o liammañ anezho gant ur bodad-labour, diehan e vez o klask pere eo hunvreoù ha gwirvoud sokial an harzoù-se. Kinnig a ra dimp evel-se, ur vro boblel, Mec'hiko, filmet gant an den marlonk ma'z eo!

Penaos e krog penn kentañ senario «Frank Beyer teulfilmour» ?

Ur c'hoant da vont gant ur «c'hamera-stilo», pa oan studier, evit ober ur studiadenn sokiologel. Kavout a raen borrodus bezañ «chaoker paper» en ul levraoueg skol-veur hag ar c'hoant d'anavezout dremmoù disheñvel ar bed a zo bet sur-mat an abegoù pennañ evit kregiñ. Plijadur am eus bet o filmañ paotred ha merc'hed em eus gwelet en Amerika latin. Abaoe e kendalc'han da gaout darempredoù gant Mec'hiko evit klask diskouez ar binvidigezh ha liesseurted an dud a zo o chom eno.

Bro-Vec'hiko? Peseurt Bro-Vec'hiko ?

Dedennet on gant Bro-Vec'hiko met gwelet disheñvel un tamm diouzh an hini a ziskouezer er c'helaouennoù. Ma bro din-me, daoust ma choman un estren a zo poblel. Pell diouzh an drafikerien dramm ha diouzh afer Florence Cassez. Ya, gwelloc'h e vefe ganin kontañ deoc'h ar plas bras en deus ar boued e devezh ur Mec'hikan. Displegañ deoc'h an diforc'h brusk a zo etre ar fajitas bleud gwinizh hag ar re graet gant bleud maiz. Penaos, e korn kement straed, e santer c'hwezhioù disheñvel o harlinkat ho fri. Plijadur vras merc'hed kozh o vont da welet matchoù catch, filmet em eus anezho e 2011 e La fièvre des arènes. Livioù ar marc'hadoù. Ar peyolt holl--vrudet. Ar gloued diboell savet etre ar vro-se hag ar Stadoù-Unanet. Mouchoueroù ha sloganioù liesliv ar Chiapas, hag ivez stourmoù dianavez an Oaxaca... Bro ar gwirvoud hud.

An atapi-se ouzh Mec'hiko a goazho ?


Ne raio ket, bet on o chom eno e-pad prantadoù berr hag hir abaoe 15 vloaz bremañ. Ma gwreg a zo eus Mec'hiko ha dre-se ma mab ivez. Distreiñ a rin bepred eno. Ur vro degemerus eo, ur vro leun a souezh. Emaon o prientiñ ur film nevez. Tremen a raio e-kreiz ar gouelec'h, ul lec'h dic'hortoz, en deus sikouret Vincent, manet eno hag eñ o tont eus Europa, da advevañ e peoc'h gantañ e-unan. N'ankounac'haan ket ar vizer, an drafikerien dramm, feulster ar c'hêrioù, ar goubrenerezh...

Divizout a rit e 2005 mont war harzoù Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet gant skipailh Gouel ar Filmoù Douarnenez a oa o prientiñ tem ar bloaz. Alese e teuio ar film Des identités au pied du mur. Ur bazenn all evidoc'h ?

Ur bazenn all peogwir en deus ar film-se roet an tu din da gaout raktresoù all. Digarez em eus bet d'anavezout tud dedennus gant enklaskerien El Colegio de la Frontera Norte, dreist-holl Norma Iglesias Prieto, arbennigourez war an harzoù-se. Graet em eus anaoudegezh ivez gant sevenerien blijus : Yolanda Cruz, indienne Chatina ; Javier Samano Chong a ra war-dro video an orinidi ; Carlos Sandoval, ur filmaozer chicano hag a labour e New York ; Alex Rivera, aozer Why cybraceros ? Ur film dispar. Hag ivez paotr un ostaleri war draezhenn Tijuana, ur Chicano o telc'her ur preti e Los Angeles...
Goude-se hon eus savet ar raktres «De l'autre côté de le ligne» : stalioù-labour filmoù bevaat evit ar vugale eus an daou du d'an harzoù e San Diego hag e Tijuana. Un diskouezadeg skeudennoù, ur bodad-labour bepred gant Norma Iglesias war danvez ar c'hrouiñ sevenadurel hag an harzoù, e Roazhon e 2010...

Hag ur vicher nevez ?

Ya, produer on abaoe 2007, evit «De l'autre côté de le ligne». Ar c'hoant da sikour filmaozourien all, da vont da welet tu-dreñv an traoù, tu gin ar skeudennoù, tu kein ar gerioù... Bepred em eus-me aret ar memes erv gant Pal 'Norte e 2006, Ceux d'en face e 2009... Bremañ e harpañ raktresoù tud all hag entanus eo.

Taolioù-from all ?

Kemer a ran perzh e krogad a-stroll Comptoir du doc, programmiñ a ran er Maezioù Frank e Roazhon, plijout a ra din keginañ kig yar gant mole, lipig gant kakao kreñv kreñv... mec'hikat !

FILMLENNADUR

  • 2011 La fièvre des arènes
    Documentaire - 26 min. Prod.: Les Films de l’Autre Côté.
  • 2009 Ceux d’en face
    Documentaire - 26 min. Prod.: Les Films de l’Autre Côté.
  • 2006 Pa’l Norte Entretiens sur la migration Mexicaine
    Documentaire - 23 min. Prod. : Les Films de l’Autre Côté
  • 2005 Les identités au pied du mur
    Documentaire - 52 min. Prod.: Kalanna Production
  • 1997 L’organisation des communautés Soltèques
    Documentaire - 26 min. Prod. : Visions du monde