Anand Patwardhan
ar filmaozer na goll morse kalon
Anand Patwardhan a zo un teulfilmour eus India, abaoe ouzhpenn tregont vloaz en deus kaset da benn ur pikol oberenn sinema war danvezioù politikel hag a sav alies tabut diwar o fenn e gevredigezh Bro-India. Priziet eo bet e filmoù er bed a-bezh, ha bez' eo ivez ar filmaozer a zo bet troc'het e filmoù ar muiañ er bloavezhioù tremen. Kendelc'her a ra kouskoude. Tabutoù relijiel, isdiorroadur, broadelouriezh washaet, galloud an arme hag an nukleel : Anand a laka hardizh e gamera hag e spered lemm e servij ar re a stourm evit ar gwirioù pennañ.
Dija pa oa studier e rae Anand pep tra evit dont a-benn ; aet eo eus skol-veur Bombay el lec'h ma rae studioù lennegezh saoznek d'ar Stadoù-Unanet evit tremen ur vestroniezh sokiologiezh ha goude eo aet da Ganada evit studiañ ar c'hehentiñ.
N'eo ket Anand ur studier fur ha sioul, difretañ a ra ken na ra. Kemer a ra perzh er stourm a-enep da vrezel ar Viet-nam ha goude e sav a-du gant Unvaniezh devezhourien Cesar Chavez, ur chicano sindikalour brudet e Kalifornia. Filmañ a ra A time to rise (1981).
Distreiñ a ra da India hag e labour war ur raktres desaverezh ha diorren, kemer a ra perzh er stourmoù a-enep ar goubrenerezh, ezel eo eus strolladoù evit ar gwirioù keodedel hag evit ar frankiz demokratel. N'eo ket peogwir ec'h implij ar c'hamera e pella eus ar stourmoù-se, ar c'hontrol an hini eo : ar stourmoù a zo e kalon e filmoù. Stourm a-enep ar paourekaat hag evit al lojeiz, a-enep hollc'halloudegezh an arme hag an nukleel, ha nac'h a ra kement broadelouriezh a zo.
Er film Bombay, our city (1985) e komzer eus kêrioù lochennoù, ar vroadelouriezh hindouat o kreskiñ a zo abeg ar film In the name of god (1992). Goude-se, War and peace (2002) a gomz eus kudenn an armoù nukleel hag ur film nevesoc'h, Jai Bhim Comrade (2011) a zo un enklask hir diwar-benn feulster ar c'hastoù, dreist-holl emsav ar re zic'hlan pe dalith. E filmoù a laka bloavezhioù da c'hoiñ abalamour d'e resisted vras ha d'e c'hoantoù ha d'an dielfennadurioù disheñvel a fell dezhañ studiañ pizh... Evitañ ur film a rank arguzenniñ, prouiñ ar stourmoù, skoazellañ ar stourmerien ha reiñ d'anavezout o emgann.
Kalz eus e filmoù a zo bet nac'het pe troc'het gant chadennoù ar skinwel stad en India pe taget gant diazezelourien eus an tu dehoù en e vro hag en diavaez. Alies en deus ranket Anand mont d'al lez-varn evit difenn e filmoù evit na vijent ket daztroc'het. Aet eo pelloc'h zoken ha skrivet en deus ur manifesto e 2003 : Free for freedom.
Rentet 'z eus bet enor da Anand gant Cinéma du Réel e 2013, Nicole Brenez, istorourez hag e karg eus ar programm a ziskouez mat e berr gomzoù e nerzh youlek.
«Setu ma weler er sinema a-drugarez da Anand Parwardhan freuz an emgannoù, tuioù liesseurt ar stourmoù, galvadegoù meur, prezegennoù renerien ha kanaouennoù ar re wasket.»
Lec'hienn bersonel : http://patwardhan.com/wp/
Ur sell sklaer ha lemm war ar miliadoù a dud zo o vevañ e kervidonioù e kêr-benn ekonomikel India : o stourm pemdeziek evit treuzvevañ, o stourm a-enep breinadur ar velestradurezh ha koulzadoù distruj kaset da benn gant ar (...)
Un emgann gant tud lazhet, e miz Kerzu 1992, etre emsaverien hindou ha musulman en Ayodhya a zo bet un digarez evit ar sevener da gomz eus ar reolennoù relijiel hag eus ar fanatiezh o ren en e vro.
Abaoe miliadoù a vloavezhioù e Bro-Indez ez eo an Dalited tud « dic'hlan » hag e c'houzañvont krizderioù a bep seurt. E 1997 e oa bet mastaret delwenn an doktor Ambedkar , ezel eus ur gumuniezh dalit. Ar polis en doa tennet war an dud a oa o (...)
Istor Kabir Kala Manch, ur strollad arzourien indat ; stourm a reont ouzh ar renkadoù, evit an demokratelezh, ha heskinet e vezont didruez gant gouarnamant India.