Arnold Antonin
dibaouez o filmañ !
Arnold Antonin,
Bugel Port-au-Prince, sot-pitilh gant al levrioù hag an arzourien, a zo bet savet dindan renerezh diktatouriezh Duvalier. Ne ouie ket pa oa krog da stourm, er penn kentañ, ouzh an dislennegezh dreist-holl, e rankje harluiñ e-pad tost da bemp bloaz warn-ugent. E-pad an amzer hir-se, un hir-hir a amzer, en doa divizet bezañ filmaozer, dreist-holl p'en doa darempredet filmaozourien niverus en Amerika latin.
«Gwir eo, ar c'hamera a c'hell disac'hañ ar gomz. Ya, ma oberenn a-bezh, priziet er bed a-bezh, a zo un testeni eus ur youl divrall da saveteiñ memor an dud. Pa ziviz ar re a chom bev chom hep plegañ o fenn ez int tud a zalc'ho kousto pe gousto...»
Setu komzoù Arnold Antonin. Divizet en doa implijout dalc'hmat e gamera, e-keit ma oa en harlu, en Italia da gentañ, e Bro-C'hall, ha goude e Venezuela. Ganti eo e stourm, a-enep Duvalier e penn kentañ ha, diwezhatoc'h evit adc'hounit ar gwirioù diazez.
«An ezhomm da gaout un doare da skignañ d'an holl vennozhioù a-enep an dikatatouriezh, dre stummoù disuj, a lakaas ac'hanon d'ober ur film berr war an akt a damall war Amerika latin kinniget gant hon dileuriadez dirak Lez-varn Russell». Kerkent deuet er-maez e ra berzh Duvalier, accusé, ur film sklaer ha kreñv, e-touez diaspora Haiti. D'ar c'houlz-se edo Antonin o chom en Italia. « Ober filmoù a raen ha stourm war ar memes tro, hag e oan Sekretour Meur kengevredigezh ar studierien haitian en Europa ha pennskridaozer ar gelaouenn Tribune des étudiants. Strolladoù kuzh all hor boa evel l'Organisation révolutionnaire 18 mai.»
E 1974 e teu er-maez e film hir kentañ graet dreist-holl evit analfabeteien e vro. Gant Haïti, le chemin de la liberté, en deus bet c'hoant da ziskouez e-doug 120 munutenn stourm hir pobl Haiti. Goude-se e teuio un toullad brav a deuilfilmoù berr all er-maez. E 1974 emañ e Venezuela o stourm war bep tachenn : La voix haïtienne a zo un abadenn skingomz evit an diaspora, seveniñ a ra ivez Droit à la parole, krouiñ a ra ar greizenn Pétion-Bolivar, ur rann eus gwirioù mab-den, degemer repuidi politikel evel Jean Dominique (penndudenn film Jonathan Demme, L'agronome).
Distreiñ a ra d'e vro e 1986 goude diskar renad Duvalier «Evel Ulysse da Ithaque» emezañ. Kemer a ra perzh er stourm sokial. Krediñ a ra dezhañ emañ e blas er politikerezh, er PANPRA, rann haitian an etrebroadelezh sokialour. Koulskoude e 1991 e tilez an dachenn goude an taol-stad a-enep Aristide, sac'het an traoù. « Kompren a ran pegen pounner ha kreñv eo an abegoù a stank an traoù en ur gevredigezh difiñv ha moustrus...»
Chom a ra Arnold merket don gant «an holl re o deus aberzhet o buhez peogwir e kredent n'helle ket ar vro kendelc'her da vevañ dindan diktatouriezh obskurantek ha torfetour an Duvaliered, Emeur o paouez krouiñ kevredigezh teulfilmourien Amerika latin an XXIvet kantved, adkavet em eus an holl dud-se eus Arc'hantina, Chile, Venezuela, Uruguay, Kuba, Bolivia. Doujañs am eus evito, plijout a reont din, an holl anezho a zo bet filmaozourien liammet gant ar stourmoù o deus kaset d'ar stad m'emañ an traoù bremañ en Amerika. Alies o deus roet o buhez hag o sinema evit ar stourmoù-se. Merzherien a zo en o zouez...»
A bep eil, etre 2001 ha 2009, e ra Arnold poltredoù arzourien ha danvezioù sokial. Klask a ra ivez ober ur film faltazi e 2006. Skrivagnerien eus an inizi karib a vez bepred ouzh e heul : Jacques Roumain, Aimé Césaire, Jacques Stephen Alexis, Gary Victor hag ivez Alejo Carpentier, Alberto Moravia... ne baouez ket : kaset en deus da benn ouzhpenn hanter-kant film video.
«Bepred e ranker en em gannañ krog-evit-krog evit ober filmoù en Haiti. Emaon o paouez echuiñ ur film : Le règne de l’impunité, dastumet em eus 50 testeni diwar-benn an digastiz stad en Haiti ha disgastiz ar vourevien... Skignet eo bet gant 14 chadenn skinwel d'ar memes amzer. Ar pezh a zo dreistordinal. Met, chom a ra danvezioù all c'hoazh...Da skouer, diskennidi Haitianed er Republik Dominikan a zo en arvar da goll o broadelezh dominikan hag e vezont jahinet evel er pogromoù. Aozañ a ran un heuliad bodadegoù diwar-benn se, filmet e vezint ha skignet er skinwel er mizioù a zeu. Emaon ivez oc'h echuiñ un teulfim war Port-au-Prince.Ar c'hoant d'ober filmoù a zo ennon bepred. C'hoant em eus da gomz deoc'h dus an taol-arnod emaon o paouez ober er ur gêriadenn e menezioù Jacmel, el lec'h n'eus bet tredan morse, tud yaouank a-orin ac'hano a zo deuet en-dro. Emaint o klask sevel skolioù a-zoare, hep tamm skoazell ebet eus an diavaez, oc'h implijout nerzh an heol, un daolenn niverel etreoberiat hag hentennoù pedagodel a-vremañ graet a-ratozh evito. Gwelet em eus bugale eürus, stad enno o vont d'ar skol...»
Trugarez da Virginie Hémar, skivagnerez Arnold Antonin, le cinéma de la liberté
Filmographie
An teulfilm-mañ graet e 1976 a zo ur varnadenn eus al livadurioù simpl graet da vare Duvalier. Ober a ra al liamm etre an endro sevenadurel ha politikel hag ivez un adsell war orin an doare livañ-se adalek ar bloavezhioù 40, hag ar goulennoù a (...)
D'an 12 a viz Genver 2010 eo skoet departamant Kornôg Republik Haiti gant ur c'hren-douar 7,3 a veurez. Un darvoud mantrus, kalon ha kaerded pobl Haiti, betek pelec'h e c'hell ar genskoazell etrebroadel mont? En em c'houlenn a reer piv zo kablus (...)
Ar film-mañ a zo bet graet e 1974 ha kontañ a ra stourm pobl Haiti evit ar frankiz, adalek dilestradeg Kristol Goulm betek Jean-Claude Duvalier. Tud a bouez a c'houlenn an unaniezh evit adsevel ar vro. Dielfennadur darvoudoù hag a dalvez c'hoazh (...)