Baudouin Koenig
kenskoazellañ, filmañ hag ober
Ur sorc'henn da nebeutañ a zo gant Baudouin Koenig, hini an harzoù, ar re savet gant an dud dreist-holl. Gant an dud ha gant o sotoni int bet savet dre c'hoari ar re c'halloudus. Unan eus e filmoù aroueziusañ, Du golfe au Kurdistan, des hommes abandonnés de Dieu, a ziskouez splann ar skodoù a c'hell bezañ drastus evit lod ’zo.
Met plijout a ra da vBaudouin dizoleiñ bed an dud, evel ma plij dezhañ ivez stummañ, kas labourioù a-stroll da benn e-barzh Alterdoc, reiñ ar gaoz d'an dud lezet a-gostez. War e bouez, seder hag efedus.
Emboltred, gant Baudouin Koenig
E traoñ liorzh ma zud e ruilhe ar Roselle, un adstêr eus ar Sarre ha na rae nemet 3 pe 4 metrad ledander. Emaomp er Moselle. An dour a oa du, du e gwirionez. N'helled nag e evañ evit distanañ ar gorzailhenn na dourañ ar parkeier gantañ. Implijet e veze evit gwalc'hiñ ar glaou a oa pinvidigezh al Loren hag ivez merk galloud ar Frañs e penn kentañ ar bloavezhioù 60. Ober a rae ivez an disparti etre ar « boched vil » evel ma veze graet eus ar re a oa a-dal dimp, zoken ma komzemp ar memes rannyezh alamanek en diavaez eus ar skol, hon zud-kozh o doa kemmet broadelezh peder gwech e doug o buhez. A-wechoù e c'hoariemp adober ar brezel gant gwaregoù ha flechoù. Hor c'hêr, gwelloc'h e vefe lavaret Kêrvengleuz, a oa anvet Petite Rosselle hag o hini Gross-Rosseln da lavarout eo Rosselle vras, d'ur mare a oa bet ma oa an hevelep bourc'hadenn. Gouzout a ran e vo un termen da vat d'an eztennañ glaou el Loren a-benn ur bloaz ac'hann met kendalc'h a raio en tu all d'ar Rosselle.
N'on ket aet di abaoe bloavezhioù met sur on eo abalamour da’m istor ez on dedennet gant an harzoù.
Merzet em eus e oa ma holl filmoù ha ma raktresoù intret gant istor an harzoù am eus bevet em yaouankiz.
Ma stourmoù
Bepred e chom hini Kurdistan el lec'h ma filman ha dreist-holl el lec'h ma stumman sevenerien yaouank e framm ar raktres Doku hag ar c'henstroll AlterDoc, unan eus an diazezerien ez on. Sklaer eo ar pal : reiñ ar gaoz d'ar re a lezer a-gostez war ar blanedenn-mañ ha dreist-holl er Reter-nesañ, mont a ran du-hont abaoe 1982. Bremañ e kendalc'han war ar memes hent gant sevenerien irakian, ne vern o orin pe o relijion. Ur raktres diaes, leun a skoilhoù met ne gilomp ket. E-touez ar pezh omp deuet a-benn d'ober ez eus un diskouezadeg diwar-benn ar repuidi kurd degemeret e Bro-C'hall war atiz Danielle Mitterrand hag ur film evit Thema Arte e 2012.
Met muioc'h-mui on dedennet gant ar pezh a dremen tostoc'h hag e soñjan penaos e c'hellfen lakaat ma micher a deulfilmour e servij un engouestl keodedel.
Dedennet on bremañ gant ar raktres Roosevelt http://www.roosevelt2012.fr/ ha soñjal a ran er perzh kemeret gant kelaouennerien-luc'hskeudennerien ar bloavezhioù 1930 er raktres teuliaouiñ ar Farm Security Administration. Daoust ha ne vefe ket ar poent da strollañ filmazourien en-dro d'ur raktres heñvel ?
Hag ar filmoù a blijfe din ober ?
Plijout a rafe din (gant al labour skrivañ hag hini ar broduiñ) ober un azasadur eus Désert des Tartares gant ur filmaozour yaouank Kurd Iranian, Soran Qurbani. Kontañ a reer er film harlu ur strollad peshmergaed eus ar PDKI (strollad demokratel Kurdistan an Iran), ar rener istorel a zo bet drouklazhet gant servijoù kuzh Khomeini e 1989.
Harluet int er C'hurdistan an Irak en ur c'hreñvlec'h e betoñs e traoñ ur menez, eno ez embregont hag e hunvreont e diskar renad ar vollahed.
Beaudouin Koenig a oa pennoberataer pa oa bet graet ar film Ticket to Jerusalem, ur film hir renet gant ar Palestinian Rashid Masharawi. D'ar memes koulz e skrive deiz-ha-deiz istor ar filmañ a gendalc'ho daoust da bep tra. Check-points a (...)
Sell Indonezia warni hec'h-unan e-pad prantad un niveridigezh e miz Mae 2010. Dizoloadenn un demokratelezh dianav, 12000km eus kevandir Europa; un demokratelezhwar ziflukañ, strewet war ul ledenez 17 000 enezenn gant kantadoù a etniezhioù (...)
530 000 lestr a vez o vont hag o tont war hentoù-mor koñvers an hollved. Met daoust ha piv a vaesa ar c’hoñvers hollvedel-se ?
En daou benn eus Europa, brezelioù war ziazezoù relijiel. Div liseadez, Sanina e Sarajevo, Bosniakez vuzulman ha Ciara e Belfast, Iwerzhonadez katolik, a gont an eil d'eben penaos e vever ar brezel pa vezer 18 vloaz.