Brigitte Chevet
plac'h dibabek hag entanet.
Brigitte Chevet a ra al liamm gant he micher gozh a gelaouennerez hag he flijadur vras he devez o kontañ istorioù. Ha ma'z int istorioù merc'hed eo gwelloc'h ha se ha ma c'hell silañ eno un tamm fent, eo graet an taol ! Evel-se e oa kont evit he zeulfilm kentañ, Avec mes quelques rides. Ur c'hofad c'hoarzhin !
Abaoe he deus graet meur a film war kudennoù an ekologiezh Brennilis, l'Affaire Plogoff, ijinet ganti «hep klask kenteliañ tud kendrec'het». Ne guzh ket kennebeut ez eo stag ouzh Breizh ha selaouenniñ a ra gant Docteur Yoyo pe mont da heul Loeiz ar Peñseg gant Le menhir et la rose. Kaer 'vezo ober, ne vo ket, nann, ne vo ket renket en ur rummad resis !
Krog e oa red-micher Brigitte Chevet gant ar c'heleier er skinwel. Aze he deus desket ar vicher, kompren yezh ar skeudennoù. Met buan-tre e kuita ar bed-se. Tamall a ra e vez re diwar c'horre an darempredoù gant an dud. Dedennet eo gant un danvez just a-walc'h : mont donoc'h ha diskouez skeudenn ar gozhni. Avec mes quelques rides a zeu er-maez e 1999, an tudennoù a zo merc'hed kozh dek vloaz ha pevar-ugent a c'hoari gant plijadur evit ar skinwel. C'hoarzhadeg a-leizh, n'eus ket amzer da goshaat! Ur sell tener war ar mammoù-kozh, gouest da vont en o sav goude un abadenn skignañ en ur festival ha da lavaret d'an arvesterien : arzourezed a-feson omp? Hañ? Anzav a ra Brigitte he deus ur soñj tener eus ar mare-se. «Sabatuet on bet gant degemer mat an arvesterien. «Ha ma na vefe ar sinema nemet un doare da rannañ fromoù ?»
Kendalc'h a ra gant he c'hefridi : e bed ar merc'hed, un tamm pennad hent gant Odette du Puigaudeau (2000), harozezed gant Jupe, ou pantalon ? (2007), mousc'hoarzhin a reer o sellet des Femmes au volant (2010). Kas a ra da benn filmoù oc'h implijout filmoù-enklask hag a ziskouez e peseurt stad emañ an douar, ar blanedenn gozh. Pemp bloaz e lakao Brigitte d'ober Brennilis, une centrale qui ne voulait pas s'éteindre (2008). Gwechoù 'zo e vez entremar, gwechoù all digalonekaet. Laouen e voe o kejañ, un deiz goude ma voe skignet he film, gant un den arbennik war ar panelloù-heol hag a ro dezhi da c'houzout en doa-eñ tapet ur sell all war an nukleel war-lerc'h bezañ gwelet he film.
Hi hec'h-unan a lavar kaout c'hoant da «filmañ ar wirionez war sujedoù tabou.» Met soursial a ra ivez eus mennozhioù ar re na stourmont ket. Un doare all d'ober politikerezh? Aketus-bras eo ha goude ar film Mourir d'amiante (2005) e kendalc'h da zastumtestenioù a gaver en ul levr, kenbroduet gant ar skeudennaouer Richard Volante. An drougafer-se a chom war he spered, met abaoe aet eo trema aodoù all.
Lakaat a ra he nerzh bremañ evit kontañ tonkad souezhus Rose Valland, un harozez eus ar Rezistañs. Skoazellet he deus lakaat degas en-dro eus Alamagn miliadoù a oberennoù arzel skrapet gant an nazied. «N'eo ket anavezet e Bro-C'hall, ha c'hoant am eus da lakaat anezhi war wel... Dreist, bez’ e c'hellan gant se ober ar pezh a blij din war dachenn an enklaskoù istorel ha diskouez tonkadur ur plac'h hep ankounac'haat dizoleiñ istor an arz!»
Dielloù, fent, ekologiezh, futuerez emezi, gant denelezh. En-dro!
Jeanne, Hélène, Simone ha Marcelle a zo etre 78 ha 80 vloaz, bevañ a reont holl en un oaled evit tud kozh e Brest. Ne oa netra a-raok en o buhez a vicherourezed a zouge anezho d'ober kement-mañ : c'hoari evit ar skinwel.
Brenniliz e Menez Are, ur reaktor arnod e Penn-ar-Bed a zo da vezañ ar c'hentañ kreizenn nukleel distrujet er Frañs. Ar chanter-se bet diskouezet gant EDF e-pad ur pennad evel unan skouer er Frañs a-bezh a zo paouezet da vat bremañ. Ur (...)
Setu 20 vloaz 'zo, e Plougoñ, ur gêriadenn er C'hab e Breizh he deus stourmet kalet, tra dic'hortoz, a-enep sevel ur greizenn nukleel war an aod... Un adsell war an afer-se.
Istror ur stourmerez aet d’an ankounac’h bout ma oa bet savetaet miliadoù a oberennoù arz ganti e-doug an eil brezel bed.
Istor an embregerezh Eternit ha stourm an implijidi tapet gant an amiant. Dielfennadur didruez abegoù ur gwallzarvoud yec'hed.
Poltred un ergerzherez eus ar bloavezhioù 30, aet da zizoloiñ Maouritania.
E Nizon, kêrig stag eus Pont-Aven, ur peizant, ur c'harroñser hag ur grampouezerez o deus kroget asambles da livañ evit ar blijadur... « Livourien ar c'harrdi » o deus livet tremen kant oberenn gant ur stumm diwar ar maez ha diouzh ar c'hiz war (...)