Soazig Daniellou
evit plijadur ar brezhoneg!
«Adalek ar mintin pa savan, e plij din sellet tro-dro din. Ha pa c'hellan kontañ e brezhoneg ar pezh a welan, gwelloc'h ha se!»
N'eo ket mennet Soazig Daniellou hepken da sevel filmoù e brezhoneg, n'eo ket ur stourmerez hepken kennebeut. Komz a ra eus raksantoù, eus ar blijadur filmañ ivez. Gwir eo, ret eo klask tro-dro d'ar gizidigezh ha d'ar blijadur vras da glevet brezhoneg o tregerniñ. Emañ bremañ gant ar re yaouank. Re Diwan, gant Brezhoneg leizh o fenn (1999), ha goude-se O seizh posubl (2009), pe c'hoazh gant ur skipailh brav a dud bodet evit un film faltazi hir e brezhoneg penn-da-benn, Lann vraz (2013).
N'eo ket dihunet Soazig Daniellou ur beurevezh ha divizet ganti stagañ gant rod-stur ar produerezh klewelet e brezhoneg. Ket, n'eus ket danvez ur gourserez enni, kentoc'h hini un arvesterez hag ur... filmgarourez. Met anat eo, pa weler an niver a filmoù he deus kaset da benn, ez eus bremañ un tropellad anezho sevenet e brezhoneg ganti. «Ne’m eus ket youl ur gelaouennerez, n'eo ket evel-se e sellan ouzh ar bed. Dedennet on gant an dielloù, en doare ma tiskouezer an istor, en doareoù disheñvel a zo d'ober an Istor. Ha, n'eus ket da dortal, plijout a ra kalz ar vicher din, abaoe an oad a bevarzek vloaz. D'an oad-se e sellen ouzh ur bern filmoù, ha me a gav din eo memes tra evit ma merc'hed bremañ. Maï Lincoln a zo sevenerez hag Anna Lincoln produourez e-ser Kalanna.
Entanet eo Soazig, ha klask a ra displegañ he mennozhioù, e teir redenn.
Ar filmoù tro-dro da Ziwan da vare krouidigezh Kalanna gant he c'henseurted Roland Michon hag Hervé Morzadec . «Diouzhtu em eus komprenet e oa a-bouez heuliañ rummad kentañ al liseidi. Ar c'hlodad kentañ! Ezhomm am bez da garout ha da gompren an dud a filman. Filmañ a zo evidon evel ober jestroù a garantez. Da gentañ em eus desket ar vicher er skinwel gant Fañch Broudig. Kinnig a raen dezhañ programmoù evit ar re vihan, poltredoù bugale da skouer. Desket em eus seveniñ er bed-se.»
Ar filmoù a ro an tu da zizoleiñ lodennoù eus istor Breizh, evel Per-Jakez Hélias (2002) pe Roparz Hemon (2000)...
Hag en diwezh, filmoù evit anavezout lec'hioù nevez dre ar brezhoneg. Evit degas faltazi er gwirvoud. Evit diskouez ez eo ar yezh ur benveg eskemm. E-touez ar filmoù-se Paganiz (2006) pe Prad don (2008).
Ha, gant Lann Vraz, e 2013, ar c'hlaoustre seveniñ ur film faltazi e brezhoneg penn-da-benn, graet aketus, gant ur skipailh hag a gomze brezhoneg an deiz-pad, ne vern o micher. « An holl o doa plijadur o labourat asambles, plijout a rafe din e vefe heñvel evit filmoù all.»
«Me a gav din e plij din sellet, kontañ pe lenn istorioù, komz pe selaou brezhoneg. En urzh-se kentoc'h, daoust ma n'eo ket naturel-tre reiñ un urzh d'an traoù. Ar pezh a zo diaes pa gomzer eus sevenerien hag a ra gant ar brezhoneg, e kav da lod e rank un identelezh bezañ trec'h war unan all, e vezer brezhoneger da gentañ, pe emsaver da gentañ, pe blac'h, pe filmgarour, pa n'o deus an traoù-se netra da welet an eil gant egile hag emaint e diabarzh pep hini. Ne ran ket ur film peogwir on brezhonegerez. Filmañ a ran peogwir e plij din. Ar sinema a blij din hag a-hend-all e plij ar brezhoneg din hag ez on stourmerez evit difenn ar yezh. Ur plac'h on ivez ha kalz a draoù all ouzhpenn. Pa ran ur film, ne soñjan nemet er film am eus da seveniñ, ar gwellañ ma c'hellan. Diaes a-walc'h eo evel-se dija.»
Istor Lann Vraz war lec'hienn Langue bretonne :
http://languebretonne.canalblog.com/archives/2013/05/02/27062963.html
Lec'hienn Kalanna , evit an holl filmoù all :
http://lannvraz.kalanna.com
Distro eo Gwenn da Lann Vraz, ul ledenez gouez eus aodoù Breizh. Deuet eo en-dro gant ar soñj kuzh adkavout Mark, karantez he yaouankiz. Met e penn mirva naturel ar vro emañ bremañ Mark, ha bec’h ‘zo savet etrezañ (...)
Charlez ar Gall eo bet mouezh Breizh ar brezhoneg er skingomz ha goude-se er skinwel etre 1958 ha 1973 hag addegaset en deus lorc'h o yezh d'ur rummad a-bezh a vrezhonegerien. Diazezet eo ar film war un atersadenn hir bet graet e 2003 gant Paolig (...)
E 1997 evit arwech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d’ar vachelouriezh. Alan, Bleuenn, Maela hag ar re all a zo tost tregont vloaz hiziv. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno.
Paz-ha-paz ez ar film gant ur strollad skolidi a ra anaoudegezh gant Anicet, ur peizant eus Banaleg. Kas a ra anezho betek Prad Don, dourañ a ra ar prad evel ma veze graet gwechall. E brezhoneg e raint anaoudegezh ganto o-unan... gant red ar (...)