Kronikenn ur familh saverien loened hag a ya eus ul lec'h d'unan all en Atlas marokan. A-dal d'ur bed o kemm e weler ar sevenadur berber o cheñch ha memor ar bobl o vont da goll. Abaoe he bugaleaj, Tahmiddoucht, ar vêsaerez, ur vaouez kozh-kozh (...)
Bemdez en Azia e vez merc'hed ha paotred o stourm gant gerioù ha notennoù. Pell-pell, en tu all da stepoù Azia Kreiz ha menezioù Tian Chan hag ar Pamir, e gouelec'h an Taklamakan e kan bepred an Ouighoured an daouzek « mukam » bet dastumet (...)
Labourer-douar eo Raymond abaoe 35 bloaz e Kreiz Breizh. Ret eo dezhañ mont war e leve, paouez gant an ti-feurm... Un disamm met ivez ur ranngalon. Ur stourm diwezhañ a raio : ober kement ha ma c'hell evit ma vefe adkemeret e feurm gant unan (...)
Tapet eo bet gant Atanarjuat kalon ar plac'h yaouank a oa da zimeziñ gant mab penn ur c'hlann enebour. Setu an amourouz lezet a-gostez d'en em veñjiñ. Dont a ra a-benn Atanarjuat da dec'hout kuit rak ar gwalldaol graet evit lazhañ anezhañ, en (...)
Petra eo deuet da vezañ annezidi ar savadur 51 e Grosny bet filmet pa veze bombezennet tost da zek vloaz 'zo?Adkavout a reomp anezho er sioulder souezhus hag el levenez goude brezel…
Ar vojenn a lavar ez eo ar merc'hed tchetchen diskennadezed an Amazoned, brezelourezed taer an Henamzer. A-dal d'ar c'hirri-arsailh rusian o deus dalc'het an Amazoned d'o brud. Prest int da vevañ o buhez a verc'hed muzulman ha tchechen (...)
Dont a ra en-dro ar film war an enklask bras skiantoù an den, kaset da benn gant Mirdi an Den e penn kentañ ar bloavezhioù 60 e Plozeved e Penn-ar-Bed. E-pad 5 bloaz, ur c'hant enklasker bennak o deus aloubet ar gumun vreizhat a 3000 annezad. (...)
Soner ur gêriadenn eus mervent Turkia a ya da glask ur c'homper kozh evit aozañ ur gouel.