E 1997 evit arwech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d’ar vachelouriezh. Alan, Bleuenn, Maela hag ar re all a zo tost tregont vloaz hiziv. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno.
Danvez(ioù) : Memor, Yezhoù
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Ur gwir enklask polis hag a zo war un dro un testeni diwar ar werz-se hag un dle da Donatien Laurent, dastumer meur hengoun dre gomz ar Vretoned.
Danvez(ioù) : Arz, Glad, Yezhoù
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Hyacinthe Guégan, bet ganet e 1924, a zo aet d’an anaon. Ar c’hoshañ soner klarinetenn eus Bro Rostren e oa. Da vare an Okupasion en doa sonet en euredoù ha dañset er baloù kuzh. War-lerc’h ar brezel en deus sonet en euredoù hag er baloù. Evel kalz sonerien eus e rummad e sone gant meur a venveg : klarinetenn, saksofon, jaze, bombard, biniou bras hag (...)
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Yann-Fañch Kemener en deus gouestlet e vuhez d’ar c’han e brezhoneg. Unan eus mouezhioù anavezetañ Breizh eo. Goude 45 bloaz war ar vicher kaner e kont deomp e hent dibar e-barzh un teulfilm fromus sevenet gant Ronan Hirrien.
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Ar soner pib-ilin yaouank Yoann an Nedeleg a gas ac’hanomp da veajiñ betek Bro Iwerzhon. Rannañ a raio e ved a sonerezh ganeomp.Yoann an Nedeleg ne oa nemet 13 vloaz p’en doa klevet son ar biniou-ilin evit ar wech kentañ war albom Davy Spillane« Pipedreams » : d’ar poent-se e ra e soñj seniñ gant ar benveg-mañ. Digeriñ ‘ra ar film gant an eñvorenn fromus-mañ (...)
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
En teulfilm-mañ e kont Aneirin Karadog deomp avantur vras ar varzhoniezh kembraek, hag e yezh e vamm, ar brezhoneg, e klask heklevioù ar varzhoniezh-mañ e Breizh.Un teulfilm eus ar c'hentañ sevenet gant Ronan Hirrien.
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Tri rummad tud, etre koll ha spi, o klask ur respont an eil digant egile, ha digant o yezh aet da hêrezh : brezhoneg.
Danvez(ioù) : Arz, Glad, Yezhoù
Pobl(où) : Bretoned
Mont a ra an teulfilm hir-mañ gant ar Wapikoni Mobile, ur studio mont-dont graet evit seveniñ war dachenn ar c'hleweled hag ar sonerezh, davet yaouankizoù kumuniegezhioù henvroidi.
Danvez(ioù) : Arz, Stourm
Pobl(où) : Amerindianed
Lec'hiañ : Canada
Daou desteni skiant-prenet dibar henvroidid Mec'hiko o tivroañ d'ar Stadoù-Unanet: ar vMichteked, aet da Galifornia e-kerzh an tregont vloaz diwezhañ hag ar Chatinosed aet da Norzh Kalifornia nebeutoc'h eget dek vloaz 'zo.
Danvez(ioù) : Treuzvroañ, Tudoniezh
Pobl(où) : Amerindianed
Lec'hiañ : Mexique
Goude dilennadegoù falset, eo bet addilennet Vladimir Poutin. Kerkent eo bet kastizet kalet e enebourien ha lakaet en deus mouezhiañ kalz a lezennoù hag a wallgas ar frankiz : deuet eo Rusia da vezañ ur Stad penn-da-benn dindan yev ar «servijoù urzh » : polis, arme hag ar c'helaouiñ, ha Poutin eo ar mestr bras hollc'halloudus. Kresket eo galloud ar Sevij (...)
Danvez(ioù) : Glad, Stourm
Lec'hiañ : Russie
E 1970 en doa Robert Bozzi filmet kumuniezh portugalat kervidon Sant Denez. « Gwelout a raen anezhi war var koll he buhez. Koulskoude e foñs ur foukenn, e oa ur vamm gant he bugel nevez-c'hanet. O selloù a garantez an eil evit egile a zo chomet war ma spered. Pemp bloaz warn-ugent diwezhatoc'h em eus bet c'hoant d'adkavout « tud ar foukennoù » ha gouzout penaos o deus (...)
Danvez(ioù) : Treuzvroañ
Lec'hiañ : France
Testeni enbroidid eus ar rummad kentañ, paotred ha merc'hed eus ar Maghreb, hag hini disheñvel un enbroad polonat hag ur beleg katolik belgiat. Buhezioù an dud hag an enbroañ.
Danvez(ioù) : Memor, Treuzvroañ
Lec'hiañ : Belgique