Closing your eyes a zo un teulfilm diwar-benn teir c'hêr o vervel e Palestinia, ur film war tri stumm bac'hañ ha mougañ : dispac'h Nablous, dilez Hebron, steuziadur Qalqilyah.
Danvez(ioù) : Stourm
Pobl(où) : Palestinianed
Lec'hiañ : Palestine
Albert Kahn, mab un trafiker loened, deuet da vezañ bankour, pinvidik-mor, paotr al liorzhoù hag ar brederouriezh a zizoloas ne oa ket ar bed evel ma oa bet lavaret dezhañ: c'hoant en deus bet da brouiñ kement-se. 140 km filmoù, 70000 skeudenn ha studiadenn embannet ha skignet evit netra a zo un testeni eus e gredennoù dibar.
Danvez(ioù) : Arz, Tudoniezh
Lec'hiañ : France
Tonkad div broviñsadez yaouank, Emma ha Thérèse, kelennerezed o-div er bloavezhioù 30 hag a glask, asambles, bevañ o c'harantez hag o stourm. O gwregelezh a vo neuze diaes da vevañ ha leun a wallgas hag a drubuilh.
Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm
Lec'hiañ : France
Ar film-mañ a zo poltred un den na vo ket gwelet. Gwelet ha klevet e vo petra oa mont da Sarajevo, e kreiz an emgann, da gas levrioù, pladennoù ha filmoù. Ar pezh a oa hag ar pezh eo bet pa vezer chomet eno. Klevet e vo ar pezh a lavar ar dud, brudet pe get, o deus graet un dra ken arvarus hag a oa ret koulskoude. Gant Francis Bueb o deus savet tamm-ha-tamm Kreizenn (...)
Danvez(ioù) : Arz, Stourm
Lec'hiañ : Balkans
An eur eo da vont. Dek vloaz eo bet Aya e-maez he bro ha hiziv e kemer ar c'harr-nij evit mont da Aod-an-Olifant, he bro c'hinidik. C'hoant he deus da vont war bez he zad, briata he familh afrikan ha diskouez dezho Tim, he mab seizh vloaz. Daoust da stokadoù kriz ar brezel e kas Aya Tim ganti evit ur veaj deskoni e kreiz Afrika a-vremañ gant ur meskaj lidoù sorserezh ha (...)
Danvez(ioù) : Glad
Lec'hiañ : Afrique ouest
An embregerezh familh-mañ a zo staliet e porzh an Oriant abaoe tost da gant vloaz, graet e vez ruilhennoù, ruilhennoù divent. Ar vicherourien a gomz eus o labour en ul lec'h tomm ha touforek, paeet fall, eus an hiniennelouriezh, eus ar surentez.... Un daolenn, un tammig teñval met gwirheñvel eus bed ar vicherourien o vont da get, etre lorc'h ha lez (...)
Danvez(ioù) : Glad
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Da geñver un droiad filmañ e Komorez Vras, un emgav gant ur sevener eus ar vro, Damed Soilihi a laka Nicolas Jouvin da brederiañ war e vicher hag e emzalc'h pa vez o filmañ degouezhioù 'zo eno. Divizout a ra distreiñ war an enez evit ober ur poltred subjektivel eus Damed ha klask kompren dibaboù hag engouestladur ar sevener dibar-se. Daoust hag-eñ eo Damed ur sevener, (...)
Danvez(ioù) : Arz, Memor
Lec'hiañ : Comores
Un dek bennak a dud a vez o labourat en ur fornerez en Afghanistan. Daouzek eurvezh bemdez e reont, pep hini war e stern, an hevelep jestroù anez teurel pled ken. E-kreiz todion an ardivinkoù emañ ar c’hamera o vont da vroudañ o c’huriusted hag o eztaoladennoù diwar-benn ar bed diavaez.
Danvez(ioù) : Glad, Tudoniezh
Lec'hiañ : Afghanistan
Tammoù buhez - gwirion pe ijinet - tri den bet o chom hag o labourat en ur c’harter micherourien e Lyon.
Danvez(ioù) : Glad, Memor, Treuzvroañ
Lec'hiañ : France
War aod Sangatte e tremen an eil deiz war-lerc’h egile. An dud avat a chom da c’hortoz, war ribl ur vuhez all.
Danvez(ioù) : Stourm, Treuzvroañ
Pobl(où) : Kurded
Istor marzhus an treuzkas-gwad.
Danvez(ioù) : Glad, Memor, Stourm
E-serr sevel poltred unan eus kasourien Plum FM e tispeg ar film-mañ istor ur radio gevredel m’eo he mennadoù-stur bezañ chaodouron an disheñvelded, heklev al liested, korn-boud ar gaoz hag ul lec’h selaou ha kenskoazell.
Danvez(ioù) : Arz, Stourm
Pobl(où) : Bretoned