Bet eo Brendan, Gerald ha Tom volonteers en IRA. Fin zo bremañ gant ar stourm armet evite hag evit holl republikaned Iwerzhon.
Danvez(ioù) : Glad, Memor, Stourm
Lec'hiañ : Irlande
Un enklask rik ha leun a gentelioù diwar marc’had ar c’harbon : ur marc’had hag a sach arc’hant e-leizh ha ne soursi nemeur eus e efedoù, pell-mat eus ar promesaoù leun a furnez hag a zoujañs a liver gante ar raktresoù stag outañ.
Danvez(ioù) : Endro, Stourm
Lec'hiañ : Mondialisation
Un emgav gant Jean Ziegler, stourmer ar mennozhioù, bet savet gantañ un oberenn dibleg a-enep « urzh kanibal » ar bed.
Danvez(ioù) : Memor, Stourm
Lec'hiañ : Mondialisation
Testenioù an Dziganed diwezhañ chomet bev da heul o heskinererezh gant an nazied ; diellskeudennoù diembann ar pep brasañ anezhe. Degas a ra ar film-mañ pennoberourien al lazhadeg veur war-wel, e kement lec’h zo bet, ha dielfennañ a ra an hir a hent a gas da peurzistruj unan eus koshañ broad Europa.
Danvez(ioù) : Glad, Memor, Stourm
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù, Rromed
Pemzek vloaz goude dibenn ar seziz e talc’h Sarayevo, e kreiz Europa, da vont war-raok kamm-digamm etre daou brantad, etre daou rummad. N’eo ket aet kleizennoù ar brezel diwar-wel evit c’hoazh, etre an araokadur hag an eñvor, etre an dazont hag an istor.
Danvez(ioù) : Glad, Memor, Stourm
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù
Lec'hiañ : Bosnie
Penaos emañ an traoù gant tud Sarayevo, bremañ m’eo troet holl gameraioù ar bed war-zu tud ha lec’hioù all ?
Danvez(ioù) : Glad, Memor, Stourm
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù
Lec'hiañ : Bosnie
Dalc’hoù diheubidigezh Kosovë ; skoilhoù ouzh kefridi UNO : ur sell geopolitik lemm.
Danvez(ioù) : Glad, Memor, Stourm
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù
Lec'hiañ : Kosovo
Ur radio hag a ra ul liamm etre kumuniezhoù Serbia pell an eil diouzh eben.
Danvez(ioù) : Arz, Memor, Stourm
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù
Lec'hiañ : Serbie
E Kosovë zo bet troc’het ur skol dre an hanter : skolidi albanat diouzh un tu ha Serbiz diouzh an tu all.
Danvez(ioù) : Stourm, Treuzvroañ, Tudoniezh
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù
Lec'hiañ : Kosovo
Kas a ra Stanislav e garr-boutin etre Beograd e Serbia, ha Prishtinë e Kosovë. Un tamm tro vale pemdeziek evitañ. Evit e veajourien avat ez eo un afer all !
Danvez(ioù) : Glad, Tudoniezh
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù
Lec'hiañ : Serbie
Bec’h bras o deus tri breur en ur gêriadenn e su Serbia pa ne c’houl maouez ebet chom eno.
Danvez(ioù) : Glad, Tudoniezh
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù
Lec'hiañ : Serbie
Stourm an houarnachaer hag e wreg, n’o devez tamm gwir na skoazell sokial ebet e Bosnia a-vremañ.
Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm, Tudoniezh
Pobl(où) : Pobloù ar Balkanoù