les films d'ici
« Palestinia Palestinia » a zo evel un deirzaolenn, doare livadurioù flandrezat gwechall : el lodenn greiz e weler ur bern taolennoùigoù eus ar vuhez pemdeziek e kamp repuidi Dheisheh, e-kichen Betleem, padal war an div lodenn gostez, ez eus ur margodenner hag e wreg o vont eus un eil kêriadenn d'eben da ziskouez o abadenn daoust d'ar check-points ha d'an dañjer brasoc'h-brasañ.