Dont a ra en-dro ar film war an enklask bras skiantoù an den, kaset da benn gant Mirdi an Den e penn kentañ ar bloavezhioù 60 e Plozeved e Penn-ar-Bed. E-pad 5 bloaz, ur c'hant enklasker bennak o deus aloubet ar gumun vreizhat a 3000 annezad. Meur a studiadenn a zo deuet alese, en o zouez hini Edgar Morin (La Métamorphose de Plozevet) ha teir eurvezh filmoù etnologel.