Ur gwir enklask polis hag a zo war un dro un testeni diwar ar werz-se hag un dle da Donatien Laurent, dastumer meur hengoun dre gomz ar Vretoned.
En teulfilm-mañ e kont Aneirin Karadog deomp avantur vras ar varzhoniezh kembraek, hag e yezh e vamm, ar brezhoneg, e klask heklevioù ar varzhoniezh-mañ e Breizh.
Un teulfilm eus ar c'hentañ sevenet gant Ronan Hirrien.
Hyacinthe Guégan, bet ganet e 1924, a zo aet d’an anaon. Ar c’hoshañ soner klarinetenn eus Bro Rostren e oa. Da vare an Okupasion en doa sonet en euredoù ha dañset er baloù kuzh. War-lerc’h ar brezel en deus sonet en euredoù hag er baloù. Evel kalz sonerien eus e rummad e sone gant meur a venveg : klarinetenn, saksofon, jaze, bombard, biniou bras hag akordeon. En teulfilm-mañ, Maodez Huon, soner klarinetenn yaouank eus kreiz Breizh, a glask eñvor Hyacinthe, bev mat c’hoazh, evit ma pado ar fest.
Yann-Fañch Kemener en deus gouestlet e vuhez d’ar c’han e brezhoneg. Unan eus mouezhioù anavezetañ Breizh eo. Goude 45 bloaz war ar vicher kaner e kont deomp e hent dibar e-barzh un teulfilm fromus sevenet gant Ronan Hirrien.
Ar soner pib-ilin yaouank Yoann an Nedeleg a gas ac’hanomp da veajiñ betek Bro Iwerzhon. Rannañ a raio e ved a sonerezh ganeomp.
Yoann an Nedeleg ne oa nemet 13 vloaz p’en doa klevet son ar biniou-ilin evit ar wech kentañ war albom Davy Spillane
« Pipedreams » : d’ar poent-se e ra e soñj seniñ gant ar benveg-mañ. Digeriñ ‘ra ar film gant an eñvorenn fromus-mañ hag ur veaj da atalier Davy Spillane, steredenn ar pib-ilin. Klozañ ‘ra pa zeu Davy Spillane da seniñ e strollad Yoann an Nedeleg e brasañ fest-noz Breizh, Yaouank, dirak 8000 a zañserien, e miz Du 2016.
Bemdez en Azia e vez merc'hed ha paotred o stourm gant gerioù ha notennoù. Pell-pell, en tu all da stepoù Azia Kreiz ha menezioù Tian Chan hag ar Pamir, e gouelec'h an Taklamakan e kan bepred an Ouighoured an daouzek « mukam » bet dastumet gant ur briñsez eus ar XVIIvet kantved. Int-i eo ar c'hreñvañ ramparzh a-enep an trevadennadur sevenadurel sinaat.
Z'azimut films dunz@orange.fr
Labourer-douar eo Raymond abaoe 35 bloaz e Kreiz Breizh. Ret eo dezhañ mont war e leve, paouez gant an ti-feurm... Un disamm met ivez ur ranngalon. Ur stourm diwezhañ a raio : ober kement ha ma c'hell evit ma vefe adkemeret e feurm gant unan yaouank a gendalc'ho gant e stumm d'ober.
Ar Gabiled a zo anezho dre ar gomz da gentañ. Kement jestr, kement prantad amzer eus o buhez a c'hell degas barzhoniezh, treuzskeudennoù, troioù-lavar... Laveret 'vez penaos, er menezioù e lec'h ma vevont, e veze kaset war-raok alies c’hoarioù dibunañ ha kaozeal kaer. Poan 'vez o krediñ kement-se pa weler e kevredigezh an divroidi paotred ha merc'hed na ouzont na lenn na skrivañ, micherourien a-vicher pe merc'hed er gêr... Diaes krediñ neuze pegen helavar e c'hellont bezañ pa gomzont o yezh.
isuma TV
Tapet eo bet gant Atanarjuat kalon ar plac'h yaouank a oa da zimeziñ gant mab penn ur c'hlann enebour. Setu an amourouz lezet a-gostez d'en em veñjiñ. Dont a ra a-benn Atanarjuat da dec'hout kuit rak ar gwalldaol graet evit lazhañ anezhañ, en ur redek evel un den dirollet. Kentel ar gontadenn inuit a lavar deomp eo dañjerus ober hervez e c'hoant hep soñjal da gentañ e mad ar gumuniezh. Ar film, troet e 1999 a zo graet en inuktitut... ar senario kentañ er bed bet skrivet ha sevenet er yezh-se. An aktourien, deraouidid koulz lavarout holl, a zo a orin eus Igloolik.
Dont a ra ur strollad Inuiz kozh, asambles gant o familhoù, war o lec’hioù-annez kentañ, 50 vloaz goude ma oant bet harluet dioute.
Petate films
Kroazet-digroazet evel en ur pezh gwiaderezh, kudennoù an arzour, reoù an divroadegoù etrebroadel ha reoù poblañsoù henvroidi Mec'hiko.
contact BCD
Petra eo deuet da vezañ annezidi ar savadur 51 e Grosny bet filmet pa veze bombezennet tost da zek vloaz 'zo?Adkavout a reomp anezho er sioulder souezhus hag el levenez goude brezel…