Ariel Nathan

stourmer dizalc'h

Ariel Nathan, teulfilmour, emsaver, sot gant ar mor, stourmer dizalc'h, kevreer, genoù bras… ne vo ket klevet ken o tifenn e filmoù. Neuze hon eus c'hoantaet e chomfe e-touez ar re vev gant e vouezh hag e skeudennoù o komz ouzhimp c'hoazh e-pad ur pennad.

Retour à Plozevet a zo bet filmet e 1999, un doare da vont war hentoù Breizh a blij dezhañ kement. Distreiñ a ra war un enklask bet graet gant Edgar Morin hag e skipailh er bloavezhioù 1960 er vro Vigoudenn.
Ur bloaz a-raok en doa kemeret perzh er film Kurdistan : je reviens d'un pays qui n'existe pas. Ur film e doare stourm Ariel. Ur film hag a restaol traoù hag a chom bepred a-bouez diwar-benn ar bobl-se dianavez a-walc'h c'hoazh.
Ha goude-se, e 2010, en deus bet c'hoant ar barzh Ariel da glask tizhout ene baleer ur barzh all : Xavier Grall, lettres à mes filles. Un dremm disheñvel all c'hoazh eus Ariel.
Evel ur gavotenn drant, setu roll un toullad eus e filmoù :
Sacrée laïcité - Enfants, vos papiers ! - La Colo des homards - Le Mai breton du joint français - Chronique d’un caillou mazouté - Le café de Françoise - Frères de cordée - Le Marchand de sable et le peuple des dunes - Accros au poisson - Rupture à Mellionnec - Charlie Capelle, le bateau qui ne voulait pas mourir...

Lezomp ar gaoz gant e geneiled, Nathalie Marcault ha Brigitte Chevet, eus Films en Bretagne
Aet eo Ariel diganomp
embannet d'ar 16/08/2012

D'ar Meurzh 14 a viz Eost, hon eus klevet, gant kalz a dristidigezh, e oa da anaon ur mignon hag ur c'heneil. Marvet eo Ariel Nathan, aozer ha sevener teulfilmoù, d'an oad a 61 bloaz, falc'het buan gant ur c'hleñved kriz. Anavezet mat e oa e bed ar c'hleweled e Breizh, un den plijus gant ur bersonelezh kreñv, gouestlet en deus amzer da gevredigezhioù evel Films en Bretagne, Comptoir du Doc, Arbre.


Atav en deveze Ariel mennozhioù ha raktresoù. E miz Mezheven en deus bet c'hoant da enoriñ film Jean Rouch hag Edgar Morin, Chronique d'un été ; pedet en deus sevenerien mignoned dezhañ da adober, hanter kant vloaz war-lerc’h, ur remake eus an teulfilm. Pa oa marvet Chris Marker, en doa merzet n'anaveze ket mat-tre e oberenn, neuze en deus bet c'hoant da skignañ, digor d’an holl, filmoù ar filmaozer-se. N'eo ket bet graet abalamour ma oa klañv. Plijout a rae dezhañ kalz ar c'hendivizoù, prederiañ gant tud all, kaout intrudu. Kevreer ha stourmer dizalc'h e oa war un dro.

Ganet eo bet e Pariz, e dad a oa rezistant ha kazetenner, Ariel en doa desket ivez ar vicher a gelaouenner hag abred en deus kemeret perzh er stourmoù. E 1972 emañ gant labourerien ar Joint Français e Sant Brieg. E 2002, daou-ugent vloaz war-lerc’h, e teu er-maez ar film Le mai breton du Joint Français, un adsell war ar stourm. E filmadurezh a ziskouez eo dedennet gant ar politikerezh dre vras. Sacrée laïcité a lak ar preder war pennaennoù lezenn 1905 da geñver savadur ur greizenn islamek nevez.
Marianne en campagne a gas ac’hanomp e-diabarzh ti ar gelaouenn sizhuniek e-pad koulzad prezidantel 2007.
Retour à Plozevet a studi ar roudoù a zo chomet war-lerc’h Edgar Morin hag e skipailh p’o deus graet un enklask etnologel er gumun vihan-se eus Penn-ar-Bed. Kaoz a zo ivez eus politikerezh en e film diwezhañ : Charles Josselin, un homme en campagne, poltred ur politikour breizhat a zo bet diskouezet nevez ’zo war France3 Breizh. An darn vrasañ eus e deulfilmoù a zo bet kenbroduet gant skourr skinwel Breizh ha gant kevredadoù e Roazhon (Aligal, Candela pe Vivement Lundi !).

Dont a ra Ariel da chom da Roazhon e 1994 dre ma plije dezhañ Breizh. Mont a rae alies war vor gant ur vag-dre-lein hag ivez da besketa. E kêr-benn ar vro en deus desavet e zaou vab, Mael ha Camille, goude e zisparti diouzh e vignonez ar skrivagnerez Dorothée Letessier.

Kerkent degouezhet e Roazhon e kemer perzh e kevredigezhioù a-vicher er vro. Stourm a ra gant kalon evit digreizennañ ar c’hleweled. Eno edo pa oa bet krouet Arbre (kevredigezh sevenerien Breizh) ha Films en Bretagne. Unan eo ivez eus diazezerien Comptoir du Doc gant un toullad mignoned eus Roazhon. Er gevredigezh-se evit diorren ha skignañ teulfilmoù e sav ar festival Images de Justice, asambles gant Breujoù Breizh. Meur a wech eo bet anvet da verour e Fims en Bretagne. E-kerzh ar bloavezhioù tremenet en deus kemeret perzh bras er rouedad etrerannvroel, a vod kevredigezhioù sevenerien e Bro-C’hall. Bez’ e oa ivez en emgavioù tud a-vicher Doc’Ouest e Pleneg-Nantraezh. N’eus ket pell c’hoazh e tigor e Roazhon ul lec’h dazeilat evit emgavioù ha skignadennoù, Atelier d’Aran asambles gant ar sevener Antoine Tracou.


Abaoe dimeurzh, 14 a viz Eost, e teu dibaouez testenioù a-berzh e vignoned, keneiled ha tud anavezet gantañ a zegas da soñj eus ar mareoù hag ar c’hendivizoù plijus o deus bet gantañ, eus ar blijadur da labourat asambles, komz a reont eus e garism, eus an den hoalus, degas a reont da soñj ar goulennoù a rae, e stumm da hejañ gwirionezioù. Deuet e oa ar bloaz-mañ da vezañ kenprezidant an Arbre evit skoazellañ rummadoù nevez saverien sevenerien, laouen e oa o treuzkas ar spered emsaver hag ar spered a-stroll, ar genpreziadant all a oa anvet Mael evel unan eus e vibien, ar pezh a rae plijadur dezhañ. Un tad pe ur breur bras a oa evit ar re yaouankañ, chom a raio dioutañ eñvor un den brokus, ur bersonelezh kreñv leun a vennozhioù, barrek da fuloriñ, goapaer lemm a spered hag ur bever brav. Ne gomze ket diwar e benn-eñ ha n’hon eus ket meizet pegen grevus e oa deuet stad e yec’hed da vezañ.


Ariel a zo bet devet d’al Lun 20 viz Eost e krematoriom Gwern-ar-Sec’h e-kichen Roazhon. Kalz a dud a oa el lid ha testenioù fromus a zo bet distaget. Enoret e vo e Doc’Ouest hag e-pad Gouel ar filmoù Douarnenez e vo skignet Xavier Grall : lettres à mes filles, d’ar Gwener 24 a viz Eost da 18eur en MJC.

Soñjal a reomp en e vignonez Agnès, en e familh ha kerent. Brigitte Chevet ha Nathalie Marcault

Gouestlet en deus an Arbre da Ariel Nathan Désir de film :
http://www.filmsenbretagne.com/Acceder_a_la_liste-1290-0-0-0.html

Teulfilmoù evit ar skinwel

  • 2011 Charles Josselin, un homme en campagne. 52′
  • 2010 Xavier Grall, lettres à mes filles. 52′
  • 2007 Marianne en campagne. 80’
  • 2005 Sacrée laïcité. 52′
  • 2006 Enfants, vos papiers ! 26′
  • 2005 L’océan Pharmacien. 52′
  • 2004 La Colo des homards. 45′
  • 2003 Un refuge pour les demandeurs d’asile. 26'
    France 3 ouest
  • 2002 Le Mai breton du joint français. 26′
  • 2001 Chronique d’un caillou mazouté. 64′
  • 2000 Chronique d’une Renaissance: le Parlement de Bretagne. 45'
  • 1999 Retour à PLOZEVET. 54′
  • 1998 Je reviens d’un pays qui n’existe pas, 24'
    scénario, prises de vues
  • 1993 Accident de carrière. 52'

Sevener ur bern magazinoù Littoral gant France 3