Mael Cabaret
a-us d'an harzoù...
Emañ Mael Cabaret o tistreiñ eus Londrez evit seveniñ un heuliad teulfilmoù evit ar chadenn Voyage. Disklêriañ a ra ar realizatour yaouank eus Roazhon Mael Cabaret hag a zo ivez prezidant an Arbre ar raktresoù niverus a zo gantañ.
A-raok Londrez eo en India, e New Delhi evit bezañ resisoc'h, e oa bet Mael o filmañ Dans l’œildu petit écran. An heuliad produet gant Les films d'Ici, a zo diwar-benn an darempredoù o deus tud e c'hwec'h bro disheñvel gant ar skinwel. Pep pennad a zo diwar-benn ur programm dibabet. Div vro a zo evit Mael, amzer dezhañ prientiñ ha filmañ e-pad berr amzer ha degas gantañ ugent rann a vo danvez dek pennad 52 vunutenn.
«Un daeadenn eo e gwirionez : mont a ran ma-unan hag evit pep beaj hag a bad pemp devezh e rankan degas 60 munutenn hag a vo implijet. Kaer am eus bezañ frammer a vicher pa vez ret ivez seveniñ e vez kalz a draoù da verañ. N'heller ket c'hwitañ. Filmet e vez diehan ha frammet ar skeudennoù diouzhtu goude. E-doug tri miz e vo ret peurechuiñ an heuliad da vat. Ur pikol mekanik, ur pikol skipailh, kalz a nerzh, kalz a wask met seder e vezomp» ha beajoù graet d'an daoulamm a zegas un tamm amzer gaer e-kerzh ar goañv hir-mañ» a anzav Mael.
Bremañ p'emañ an hañv o tostaat emañ war-nes mont kuit adarre. A-raok mont da Vontreal evit ur raktres film kenaozet gant Benjamin Rondeau ez a Mael da Wiana evit ragaozañ Riddim, un teulfilm bet sikouret evit ar skrivañ gant rannvro Gwiana ha kaset da benn c'hoazh ur wech gant Les films d'Ici. Kaoz a vo er film Riddim eus identelezh Gwiana gwelet gant kanerien ha dañserien yaouank Ragga. Ur vro anavezet mat gant Mael peogwir en deus filmet eno e-pad mizvezhioù war harzoù Gwiana ha Brazil. Se oa evit Oyapock, produet gant Aber Image ha skignet war skinwelioù lec'hel eus Breizh.
War ar memes tro e kendalc'h Mael da ziorren Sasha, ur raktres film diwar-benn ur penn-laz-seniñ aostriat hag e vuzikerien durk. Ul labour hag a c'houlenn kalz amzer ha skoazellet evit ar skrivañ gant Rannvro Breizh. Ar film-se, kaset war-raok gant Bel Air Media,a ziskouez eo douget ar sevener yaouank evit «filmoù dre soubidigezh, filmet war hir dermen, temoù hag a laka an nen da brederiañ war meizad an harzoù hag an identelezhioù»
C'hoant en deus Mael ivez da vont war-zu dremmwelioù all ha plijout a rafe dezhañ produiñ. «En em soñjal a ran penaos lakaat an daou dra da genglotañ. Ur c'hempouez diaes da gaout met talvezout a ra ar boan bezañ graet. Dalc'hmat em eus bet c'hoant da vont da heul sevenerien all ha gwelet ganto o c'hudennoù hag o mennadoù». Ar c'hoant da welet ar filmoù o tont da wir, kenkoulz evel realizatour pe evel produour; evit Mael ez eo evel «un heuliad, un hent hag a gendalc'h.... »
Elodie Sonnefraud evit Films en Bretagne
ar pennad a-bezhwar : http://www.animenbretagne.com/Actus-1514-559-0-8.html
Daou film hag a blij kalz da Vael :
Div gêr war an harzoù a zo e kreizig-kreiz Amazonia a bep tu d’ur stêr vras : an Oyapok. Diouzh un tu emañ Bro-Vrazil, diouzh an tu all Gwiana. A-benn nebeut e vo savet ur pont hag a liammo an div vro. Met chom a ra an dud amgredik evit pezh a (...)