Michel Brault
Unan eus an tadoù ar sinema war-eeun
Er bloavezhioù 1960 e tifluk en Europa hag e Norzhamerika ar sinema war-eeun pe sinema ar gwirvoud a gemm penn-da-benn ar sell war an teulfilmoù hag e tigor an hent war ur sinema modern, zoken evit ar faltazi, digor war ar bed ha gwiroc'h.
Bez' e oa d'ar mare-se an hini gwellañ er bed a-bezh evit c'hoari gant ar c'hamera ha krediñ a rae filmañ «eus ar c'hreiz hag eus uhelder an den». Ar c'hamera war e skoaz, ec'h ijin an den kapapl-se ar c'hamera war droad, o tiskouez youl bolitikel ur sinema hag a rank digeriñ war ur bed a oa bet lezet mik a-gostez, war-bouez gwechoùigoù.
Embann a rae sklaer an ezhomm da labourat gant ur skipailh bihan dizalc'h ha dorn-ha-dorn. Michel Brault hag e vignoned Kebekiz, a zo araogourien ar sinema war-eeun koublet gant ur sonenroller (Nagra). Ar stumm-se a esa a-galz mont da vat e-touez an dud, n'eo ket evit filmañ anezho met evit aozañ ganto ar film emeur o treiñ.
Un emzac'h onest hep kaout ezhomm eus displegadennoù na goulennatadegoù evit resteuler komzoù gwirion tud a oa ret dezho tevel betek neuze abalamour da stumm ar sinema kozh.
E geneil er film Pour la Suite du Monde, Pierre Perrault, a rent enor dezhañ pa lavar « E lagad o kerzhet, o verdeiñ, o varc'hegezh, o ruilhal, o rampañ. Dont a ra d'ar spered skeudenn an Den-Marc'h (...) Michel, evel un Den-marc'h, evit brasaat e zenelezh, a astenn e lagad hag e skouarn hag e cheñch ar pezh a dremen drezo en ur vemor n'heller ket diverkañ.»
Ar bevennoù a oa gant arnod an teulfimoù a gasas Michel Brault etrezek ar faltazi evit diskouez gwirvoudoù ha n'haller ket filmañ war-eeun. Ar skiant-prenet en doa gant ar filmañ war-eeun a sikour anezhañ da reiñ stumm da c'hoari an aktourien, etre «c'hoariet ha bevet»
e-touez e filmadurezh, menegomp :
Les raquetteurs (1958), an teulfim berr a gemmo da vat sinema ar gwirvoud. Ar film-se a blijas kalz da Jean Rouch ha dont a reont o-daou da vezañ mignoned da-geñver ur bodad-studi aozet gant Frances Flaherty, intañvez oberour Nanook L'esquimau ha l'Homme d'Aran.
Pour La Suite Du monde (1962), pennoberenn ar sinema war-eeun gant Pierre Perrault;
L'Acadie, l'Acadie, eilvet film hir ar sinema war-eeun gant Pierre Perrault, diwar-benn kudennoù ar vinorelezh Akadian hag he yezh.
Les Ordres (1974), film faltazi savet evel un teulfilm diwar-benn al lezenn vrezel lakaet da dalvezout e-pad un toullad sizhunvezhioù er C'hebek e 1974.
Les Noces de papier (1989) ha Quand je serai parti... vous vivrez encore (1999), e filmoù faltazi diwezhañ.
Meur a wech en deus filmet Michel Brault filmet er Frañs, teulfimoù diwar c'houlenn e vignoned Jean Rouch (Chronique d'un été) ha Mario Ruspoli (Les inconnus de la terre).
E Breizh en deus graet « Les enfants du néant» (1968), poltred ul labourer-douar aet da labourat da di Citroën e Roazhon. Dont a ra da Greiz-Breizh da filmañ sonerien ha kanerien hengounel, en o zouez Manu Kerjean, evit an heuliad "Le Son des Français d'Amérique" gant André Gladu.
Marv eo Michel Brault d'an 21 a viz Gwengolo 2013. Edo, ur wech ouzhpenn, o veajiñ...
Jean-Paul Mathelier (C'hwevrer 2014)
Un teulfilm hir bet filmet e kostezioù c'hoariva an obererezhioù e Skol-Veur Moncton (Brunswick Nevez), c'hoariva an emskiant akadian e dibenn ar bloavezhioù 1960. En ur proviñs el lec'h ma vez komzet galleg gant 40% eus an dud e tiskouez ar (...)
Teulfilm berr war ar morhoc'heta en Ile-aux-Coudres, er C'hebek. Gant ampartiz eus ar c'hentañ e stign an enezourien ur pech stumm ur galon, ennañ ez a ar morhoc'h d'en em sankañ hag e van eno... Ur blijadur eo gwelet an doare war-eeun m’eo bet (...)
Brudet evit bezañ bet diaraoger ar sinema graet war-eeun,e tiskouez an teulfilm-mañ al lid dalc'het da geñver kendalc'h bloaziek palikederien Sherbrooke e dibenn ar bloavezhioù 1950. An doare filmañ war-eeun a lak e plas ur stumm nevez da (...)
Teulfilm barzhel hag etnografel war buhez annezidi Isle-aux-Coudres, er C'hebek. Dre ar yezh e vez dizoloet da gentañ, ur yezh kalet ha gros, bepred helavar ha goude-se gant danevell veur ar morhoc'heta. Ur bennoberenn er sinema graet war-eeun.