Ar gitarour Thierry Robin, bet ganet en Anjou, a zo unan eus an nebeud Eropeaned o seniñ an oud hag o vezañ doujet e broioù ar Reter hag en Afrika. Ur sonaozour donezonet ha dibar eo e bed muzikoù ar bed e kroashent ar sevenadurioù jisian, arab, broioù ar Reter hag Europa.