cinefemm@club-internet.fr
Evit kalz a dud eo merket don e anv c'hoazh en o spered, evel an hini kentañ a zo savet a-du gant dieubidigezh Aljeria a-enep trevadennerezh Bro-C'hall. Met e stourm gant an FLN a lez a gostez an engouestloù en deus kemeret a-hed e vuhez. Liammañ ar preder spered gant an ober eo bet a-viskoazh ger-stur buhez ar prederour Francis Jeanson: eus mennozhioù Sartre d'e engouestl evit Bosnia liesetnek, hep ankounac'haat an obererezh sevenadurel ha difenn psikiatriezh an den hag ar c'heodad.