Ambroug a ra Jean-Michel Carré seizh prizoniadez betek o logell e Fleury-Mérogis. Mont a ra d'o heul pa vez ret dezho mont ha dont e-diabarzh an toull-bac'h, hag er-maez pa vezont dieubet ha pa vez ret dezho taliñ ouzh kudennoù ar vuhez er gevredigezh. Un droellenn hep penn hag a echu fall peurliesañ...