En unan eus an douaroù a zo gwerc'h c'hoazh war hon flanedenn, e janglenn meneziek Irian Java, lodenn Indonezia Ginea-Nevez, e tosta spes ar re wenn : ar sevenadur teknokratek a-vremañ gant ar c’hompagnunezhioù mengleuziañ, eztennañ tireoul, koataerezh hag a gorvo danvezioù naturel an hanter eus an enez el lec'h ma vev c'hoazh pobladoù intret mat en natur ha gouiziek mat war o endro. Ar spes gwenn gant chanter bras an hent treuziranian a dreuzo-didreuzo ar vro eus an eil penn d'egile.