An embregerezh familh-mañ a zo staliet e porzh an Oriant abaoe tost da gant vloaz, graet e vez ruilhennoù, ruilhennoù divent. Ar vicherourien a gomz eus o labour en ul lec'h tomm ha touforek, paeet fall, eus an hiniennelouriezh, eus ar surentez.... Un daolenn, un tammig teñval met gwirheñvel eus bed ar vicherourien o vont da get, etre lorc'h ha lez da vont...