Stourmerien eus an tu kleiz, marksourien pe broadelourien arab o deus bet c'hoant, e-pad brezel diabarzh al Liban, da grouiñ ur gevredigezh direlijion, demokratel, kevatalek ha kengred er stourm palestinian. Bremañ eo trec'h er gevredigezh, ar relijionoù hag an aon rak an « Hini all ».