E 1970 en doa Robert Bozzi filmet kumuniezh portugalat kervidon Sant Denez. « Gwelout a raen anezhi war var koll he buhez. Koulskoude e foñs ur foukenn, e oa ur vamm gant he bugel nevez-c'hanet. O selloù a garantez an eil evit egile a zo chomet (...)
Testeni enbroidid eus ar rummad kentañ, paotred ha merc'hed eus ar Maghreb, hag hini disheñvel un enbroad polonat hag ur beleg katolik belgiat. Buhezioù an dud hag an enbroañ.
Istor ur strollad tud deuet eus amañ hag ahont hag a felle dezho keginañ asambles, ijinet o deus ur rekipe dic'hortoz…
Point Zéro a zo e penn al linenn a-raok Point Central. Ac'hane ez a kuit ar bigi evit Europa. Ur film kentañ e Maouritania.
50 vloaz war-lerc’h brezel Al Djazair, p’eo krog ar soudarded-bet da douch o fañsion, e tiviz darn dioute komz a-benn ar fin, ha sikour an Aldjazairiz.